Ar c'henwerzh tric'horniek a vez graet eus un hent kenwerzh dre ar meurvor Atlantel a oa adal ar XVvet kantved betek an XIXvet kantved. Tri forzh pe penn a oa d'an hent-se setu perak e vez kaoz eus un tric'horn.
Dre an hent-se e veze eskemmet sklaved eus Afrika ha produioù Amerika etrezek Europa. Un hent doare tric'horn damheñvel a oa dija, lesanvet volta do mar. Implijet e veze gant Portugaliz, a-raok beaj Kristol Goulm. Implijet e veze evit mont eus an Inizi Kanariez betek an Azores. Kristol Goulm en doa astennet an hent evit reiñ an tu da Europiz da dizhout Amerika.
Evit an niver a sklaved bet dezouget ar broioù pennañ a oa ar Rouantelezh-Unanet, Portugal ha Bro-C'hall.